Munision

Troc'h un obuz 75 mm, ur munision kanolierezh.

Ar munision eo ar pezh a garger en un arm-tan. Ennañ e kaver da nebeutañ ur gargad da gas ur vannadell war-raok, hag ur vannadell pe meur a hini (drajez plom, boled, obuz).

Abaoe eil hanterenn an XXvet kantved e c'hall munisionoù zo bezañ kaset dre o nerzh dezhe (roketennoù, misiloù), hag a-wechoù e c'hallont bezañ heñchet eus al leur pe kavout o hent o-unan. Ar vannadell a c'hall bezañ leuniet a-wechoù gant danvez-tarzh, shrapnel pe produioù kimiek.

Ur gartouchenn evit ur arm-skoaz rizennet e ganol, kalibr .303 British

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search